ADDIGORADUR
TAMM-HA-TAMM KDSK
Goude ur prantad hir a genfinañ e vo adlañset tamm-ha-tamm obererezhioù KDSK adalek ar merc'her d'an 20 a viz Mae. Er penn-kentañ ne vo graet nemet war-dro amprestoù ha distroioù an teulioù. Tu 'vo deoc'h amprestañ nemet levrioù urzhiet en a-raok. Berzhet e vo tremenerezh er vediaoueg, ha ne vo ket aotret kennebeut sellet war al lec'h al levrioù, ha se, betek an 11 a viz Mezheven d'an nebeutañ.
Doareoù pleustrel :
1- Distro an teulioù : da lezel e toull an nor-dal en ur voest (tu diavaez).
Digontammet e vo an teulioù-se ha lakaet en dispell e-pad dek devezh.
2- Mirout hag amprestañ
Dibab 3 zeul (levrioù, CD, DVD) evit pep den.
Mirout ret :
- enlinenn war al lec'hienn : http://www.kdsk.bzh:8080/
- dre bostel : kdsk.bro.naoned@gmail.com (bemdez)
- pe dre bellgomz : 02 51 80 72 41 (dimerc'her & diriaou : 10e - 12e & 14e - 18e)
3-Tennadennoù : dimerc'her & diriaou (nemet an 21 a viz Mae) : 14e - 18e
😷 Goulennet vez deoc'h gwiskañ ur maskl evit mont e-barzh ar greizenn sevenadurel.
Gant ar spi ez a mat-tre ganeoc'h.
Gwellañ soñjoù.
|